Sonic Youth

Sonic Youth 2011

Sonic Youth a zo ur strollad rock bet savet e New York e 1981. Alies e vez liammet o stil gant luskad ar rock dazeilat. Mont a ra Sonic Youth war-hanter gant kalz stiloù sonerezh abaoe ar bloavezhioù 1980 : da gentañ tout No wave (1981-1983), ha Hardcore (1983-1986), grunge (1989-1992), post-rock (1998-2001). Abalamour d'o stil(où) dezhe o-unan eo start renkañ anezhe en ur stil ledan : savet ha maget int bet gant levezonoù a bep seurt, sed pezh a laka anezhe da gaout ur spered dezhe o-unan. Sonerezh ar strollad a vez sellet outañ evel ur seurt diampradur a-fed sonerezh pop dre implij kement diskordañs pe disgwiadenn a zo e-barzh kanaouennoù savet a-ziwar hesonioù pop. Izili Sonic Youth a gemer perzh e raktresoù arz all (sonerezh, kleweled, ...) ha paeroniaet o deus meur a strollad dizalc'h (an heni brudetañ eo Nirvana, e penn-kentañ ar bloavezhioù 90). Tro o deus bet ivez da genlabourat gant Brigitte Fontaine e 2000.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search